Voir les dernières notes mises à jour Tag : Brezhoneg
Tags relatifs
Dernières notes publiées
-
Courrier international : ”Difficile de sauver...
Barzh Courrier International ar sizhun-mañ un teuliad a fed kêr Brest, get ur bajenn war ar brezhoneg, skrivet get Marcus Tanner (The independent) ha titlet : "Difficile de sauver la langue bretonne". Dans Courrier international de cette semaine (n°853), un dossier sur Brest avec une page sur l... Lire la suite...
-
Deskadurezh : notiñ ar vugale er gantinenn ?
N’eus ket pell zo, Charlotte zo daet en dro d’ar ger get un dra nevez : karnet hent ar restaorant skol, da lâret eo e galleg, le “carnet de route du restaurant scolaire”... Charlotte, eizh vloaz, a zo e chom e Bro An Oriant. An dud a laboura barzh kantinenn skol Charlotte o deus lakaet... Lire la suite...
-
An TGV divutun
Setu, difenet eo bremañ butuniñ barzh al lec'hioù publik. Barzh en treiñ, e vez difennet abaoe daou vloaz bremañ, ar pezh em boa kontet deoc'h barzh an destenn gentañ bet embannet barzh Rezore, e miz Meurzh 2005 : "Bet oan bet da Baris e fin miz Geñver 2005, get an TGV. Bourriñ a ran beajiñ ... Lire la suite...
-
Mont d'ar Gerveur : pa 'vez maget ar pesked get...
Ur giz nevez a vez abaoe un nebeut bleadeù : mont da lidañ Kalanna, ar bloaz nevez, barzh un enezenn. Perak ? Evit bout pell ag ar bed, barzh ur lec’h dishenvel, exotik met trankil ivez ?... Ur bochad tud oa c’hoazh ar bloaz mañ barzh enez Groe hag enez Gerveur, da skouer. Ha me en o mes... Lire la suite...
-
Webnoz : un talk show en breton sur internet
Le 10 décembre dernier j’ai passé une bien agréable soirée à Carhaix, oui, à Carhaix, au lycée Diwan. Je n’ai plus l’âge d’être lycéen et je ne suis pas enseignant mais j’avais été invité par Lionel Buannic à présenter mon blog, Rezore, lors de la première émission en breton sur internet, Webno... Lire la suite...
-
Ur webnoz dispar e Karaez
An dek a viz An Avent (Kerzu) m’eus paseet un noziad bourrapl e Karaez, ya e Karaez. El lise Diwan. N’ont ket mui en oad da vont d’al lise, n’on ket kelenner ivez, met pedet oan bet get Lionel Buannic hag e skipailh da ginnig Rezore e-pad an abadenn skinwell gentañ war internet anvet Webn... Lire la suite...
-
Kalanna : riboulat dre ret !
Komzet m’eus deoc’h, n’eus ket pell, ag ar Gouelioù Nedeleg... Bremañ komzomp ag ar pred noz Kalanna*. Rak emañ ret lidañ fin ar bloaz, evel Nedeleg ivez. Ur wezh erruet an unan ha tregont a viz An Avent (miz Kerzu) emañ ret deomp riboulat : riboulat dre ret ! Monet get tud all, evañ, debriñ, ob... Lire la suite...
-
Teod fall
Ur wezh bep bloaz en em gavan get ur mignon kozh a oa el lise genin. Pell zo neuze. Ar mignon-se a zo a Vreizh hag emañ e chom e Penn ar Bed, e tal Kemperle, met ne gomza ket brezhoneg. Bep taol memestra e vez lakaet getan ar gaoz war ar brezhoneg, evit c’hoarzhin, evel rezon : an deroristed, ... Lire la suite...
-
Stadoù Unanet : ur sapre labous...
Kavout a ran plijus an euro : get an euroioù a broioù all e c’hellan gwellet ar pezh a zo bet treset war ar bilhedoù pe engravet war ar pezhioù monneiz. Un delenn, ur wezhenn pe penn roue Belgik pe rouanez Broioù Isel... Hag get an dollar : petra weller war bilhed un dollar? Un erer... War e s... Lire la suite...
-
An Alre : dilennadegoù paseet ha dilennadegoù...
E fin ar bloaz 1983, e oan e chom e Tours da zeskiñ ma micher kazetenner. Ar bloaz-se an aotroù Christian Bonnet n’doa lakaet en e sonj mont kuit ag an Assemblée nationale evit mont d’ar Sénat... Ar bloaz se c’hoazh, ur strollad politikel a zehoù pellan, ar Front national, get Jean-Marie Le Pen... Lire la suite...